Ar brezhoneg war ar pemdez
Tremenit ho tiplom barregezh war ar yezh e brezhoneg (DBY) !

Krouet eo bet, er bloaz-mañ, an diplom kentañ war ar brezhoneg anavezet evit an dud deuet : an DBY e brezhoneg. Testeniañ a ra, evit Europa a-bezh, e vezer barrek d’ober gant ur yezh. Ma fell deoc’h tremen anezhañ (gant sikour ar Rannvro), lakait hoc’h anv enlinenn a-benn an 13 a viz Mae !

Emaoc’h o studiañ ar brezhoneg dre gentelioù sizhuniek, stajoù d’an daoulamm, dre lizher, Internet pe studioù founnus dindan c’hwec’h miz ? Gouest oc’h neuze, hep mar ebet, da dremen ho tiplom barregezh war ar yezh (DBY) e brezhoneg gant sikour ar Rannvro. D’ober petra ? Evit lakaat ho parregezh war ar yezh da dalvezout evit Europa. Testeniañ a ra an DBY e vezer barrek war ar yezh daremprediñ en implij sokial ha micherel. Bez’ e oa anezhañ dija evit an alamaneg, ar saozneg, ar spagnoleg hag an italianeg, hag e 2011 eo bet digoret d’an arabeg, d’ar sinaeg, d’ar portugaleg, d’ar rusianeg, d’ar galleg ha d’ar brezhoneg. Evit aesaat d’ar vrezhonegerien en em stummañ e kemero ar Rannvro an holl frejoù enskrivañ (69 € dre zen) war he c’hont da-geñver he folitikerezh evit kas yezhoù Breizh war-raok.

Evit gouzout hiroc’h

Pellgargañ ar blaketenn ginnig

Sellet ouzh lec’hienn an DBY

Gwelet politikerezh ar Rannvro war yezhoù Breizh

Penaos lakaat e anv ?
Dalc’het e vo an arnodenn d’ar Sadorn 25 a viz Mezheven 2011 e Brest, Gwened ha Roazhon (da zibab zo). Ret eo en em enskrivañ dre lec’hienn an DBY, hag en ober zo digoust.

Darempred (evit gouzout hiroc’h) : Laurence Lemoine, kuzulierez war ar stummañ dibaouez, pgz : 02 99 25 11 85, postel : laurence.lemoine@ac-rennes.fr

Mont e-barzh lec’hienn an DBY


Publié le


Partagez ce contenu